|
Abalamour do sevenadur, do istor, do yezhoł, e vez
graet pobl eus ar Vretoned hag ar Vretonezed.
Ar gwir en deus pep pobl da vezań evel memań.
Setu perak e tisklźriomp omp dizalchourien, a-benn
dober war dro hon dazont, diorren hor yezhoł
hag hor sevenadur ha dresań freuz bet graet gant
an drevadennouriezh gall : distruj hor sevenadur,
koll hor yezhoł, sujidigezh penn da benn dar
stad...
Fellout a ra deomp sevel hon istor-ni.
Bro-Chall neus ket anezhi evel memań diskouezet deomp.
He mennozhiad
vroadel a stourm enep hon identelezh, daoust dhe
fennderoł emań hi diazezet warno. Bro-Chall a
zo ur raktres politikel peurunvaniń, gwaskań,
ha kreizennań ar barregezhioł. En em zalch a
ra atav Bro-chall, e Breizh hag e lech all,
evel ur stad trevadennus :
- En un doare ekonomikel : (pesketaerezh, labour-douar,
greanterezh...)
- Sokial : (ANPE, PARE...)
- Politikel (kreizennań ar galloudoł hag an diviz e
Pariz hep kuzuliadenn lechel...)
- An arme (JAPD,
dasparzhadur an armeoł raktreset hervez al lech...)
Hag evit tout ar peurrest ivez : (dibab an energiezh,
an deskadurezh...)
Setu perak omp kengred gant ar pobloł all a stourm (stourmoł
sokial pe dizalchidigezh) ha gouzout a ouzomp
ne chell stourm evit Breizh diveliel bezań nemet
ur stourm stag ouzh stourmoł all er bed. Setu
perak e chell bezań hor stourm-ni un distegner
a chell reiń lańs da reoł all, dreist-holl er
stourmoł dishualerezh a chell bezań ur mirlech
evit cheńchamantoł sokial krenn.
Ar bobl vreizh, da heul ur bolitikerezh enep krenn dhe
yezhoł, a gomz bremań galleg en he fezh. Nomp
ket neuze a-enep ar galleg, met ret eo dar brezhoneg
ha dar galoeg kemer en dro o flas bet kollet
ganto er gevredigezh, an deskadurezh, ar gwaskerezh...
sevel a reomp a-du gant ur gevredigezh liessevenadurel
lech ma kavo bod pep yezh, yezhoł an emvroidi
en o-zouez.
Hor stourm a heul an hini bet kroget gant an emsav dishualerezh
sokial, eń bet ganet gant an dispach greanterezhel.
Evidomp ni, ne chell ur stourm evit Breizh dieub
bezań distag ouzh ur stourm dieubidigezh hollvedel
hag hiniennel. Met ne fell ket deomp dreistwiriań
ur stourm e-keńver unan all.
Ar stad a zo dre ret ur benveg a ya a-enep dar pobloł
ha dan hiniennoł.
Ne fell ket deomp lezel pezh a sell ouzhimp etre daouarn
unan bennak all (dilennidi, fliked, prefedoł...)
ha lezel anezho divizout evidomp-ni. Neus forzh
petra e vefe : kevredigezh, ekonomiezh, darempredoł
etrebroadel, ekologiezh, pe evit ar pemdez, lech
memań al lezennoł graet evit gwaskań ha mirout
ouzh pep hini divizout pezh a zo mat evitań /ti.
Sevel a reomp a-du evit ur sistem diazezet war an dud
: bodadoł kźrig, kumuniezh, strolladoł nesańded,
broioł... lech ma chello pep hinienn divizout
ha lech ma chello pep mennozh bezań divizet
etre an holl evit dont a-benn sevel holl a-du
ha kemer e kont interestoł an holl hep bezań strizh.
Betek-hen, an holl sistemoł omp bet rediet da chouzańv
(kevalaouriezh,
sokialouriezh broioł ar reter, demokratelezhioł
dilennouriezh...) a zo bet chwitadennoł nemetken.
Poent mat eo ijin ha sevel ur gevredigezh nevez
war diazez an den hag ar stroll, ha nompas diazezet
war ar gounit hag ar beli.
Breizh diveliel a zo enep krenn ar chevala, hag ar
faskouriezh. Peogwir lezenn ar marchad neo mat
nemet evit un dornad tud a chorvoiń peurrest
ar boblańs hag ivez an danvezioł naturel, emaomp
a-enep krenn ar patromed hag ar adkemer binvioł
produiń gant ar re a glask sevel an emveradur,
ha produiń pezh a zo ret nemetken. Torromp ar
poellad ampletusted, gant e vennozh nemeti : gounit
muioch-mui a archant bepred !
Peurunvaniezh sevenadurel ar pobloł a servij dar chontrol
sokial, da gontrol ar bevenniń. Setu an nor digor
dar strizhder !
Evidomp-ni, an dizalchidigezh a dalv mot davet ar re
all. Nemań ket e-barzh sevel harzoł ha kas an
hini all da sutal. Breizh a zo liesdoare ha
liessevenadurel, hag emskiant hon eus eo a-drugarez
dar meskaj-se ez a war-raok ar pobloł. A-enep
krenn chaovinegezh emaomp, neus forzh peseurt
furm e kemerfe anezhi. Bezań breizhat, Breizhadez
ne dalv ket dre ret bezań bet ganet e Breizh pe
kaout un anv breizhek. Brezań breizhat, breizhadez
a dalv ivez dibab kemer perzh er vuhez pemdeziek
breizhek, en emluskoł hag en divizoł, bezań er
bodadegoł.
Kenurzh
Breizh Dizalch ha Diveliel |